FR

Chargement…

Ar sakrist hag ar marc'hadour-lousoù

12 883 vues

Chargement…

Chargement…

Pour évaluer une vidéo, vous devez la louer.
Cette fonctionnalité n'est pas disponible pour le moment. Veuillez réessayer ultérieurement.
Ajoutée le 28 juil. 2007

A breton tale by Jean-Marie Le Scraigne (Huelgoat)

amañ e-barzh Sant Vigodenn amañ-gi-mañ
e oa un tamm den bihan bihan é chom
bihan tre e oa
med
hag oa un tamm douar gantoñ ase un tu
mennaket ba ar khostexoù ahe
hag oa oqh ober ar sakrist 'e
ga n aotrou person

setu bremañ goûd walqh ouxeqh
peseurt mod amañ
gwechall
daoust ma vije bihan an dud gwechoù
en-nejent grwaeged hag a veje braw
setu en-doa ur wreg vraw `e
ha bremañ hounnezh oa un tamm bihan
"skañv hé gar" vel vex lared `e
hag e rae tammoù troiadennoù d'ar sakrist
ha bremañ neuhe
bremañ neuhe
oa lâret doñ
un dewezh neuhe
hehi rae ket med lâred he-nise hi poan-gof
poan gof nehe hi
hage wid passeal ar boan-gof
oa laret da Jañ-Mari
(pedegwir eñv oa é hano Jañ-Mari 'e vel din
a-peu-prè ken genaoueg vel din oa 'e)
hage
oa daw doñ mont da kerqhad dour da Bont-
Pinaer
ha Pont-Pinaer oa ket tal kichenn amañ
an dra-se oa tre du-se
ba departamant Penn-ar-Bed toud
pell doqh amañ
ha veje daw doñ
benn mont da kerqhad dour da Bont-Pinaer
partïal raog vi deuet n nos
hage tapoud n dour ba r feunteun
pa veje an hanter-nos oh sono
eñv veje lâred doñ
wid vije mad an dour wid ar khleñved
vex daw tapoud noñ
kent veje an hanter-nos oh sono
setu pa dhigouexe eno wid an hanter-nos
karget é vachin
dhispartiet raog oa kuxed an heol
benn veje degouexed en-dro
an dex àrleqh vitin
veje deued an dex

setu kehid e vise Jan-Mari o hont da Bont-
Pinaer da kerc'had dour
an intron a rae... hac'h...
ar java, vel vefe lâred bremañ, ba r gêr...
e teue an aotrou person d'ar wel nehi
an aotrou person

setu un dewezh
pa oa hont da kerc'had dour
eqh aye toud an dour deus ar pod
bade ket pell an dour noñ
beb tri-pewar dewezh veje kassed Jan-Mari
da gerc'had dour da Bont-Pinaer

setu un dewezh oa h vond neuhe bremañ
ha degouexed ar marc'hadour-lousou gantoñ
an heñi wid tud
... marc'hadourien-lousoù
veje graet deus an dra-se
wid ar loened ha wid an dud ha toud
"des apothicaires" vel vefe lâred e galleg kwa
oqh ober tro war ar maes mod-se

Ha degouexet gantoñ
- oqh hont da be-leqh emaoqh Jañ-Mari
- ha ! me zo oqh hont da gerc'had dour
lâr eñv
ar wreg du-mañ Marc'harig
(Marc'harig oa an hano ar wreg)
n â mad mod ebed
med gant dour deus Pont-Pinaer
- te zo ur genaoueg, lâr
te vex kontet kaos dit
n'eo ket gwir an dra-sen, lâr
hounnezh vex n aotroù person
o tond da wel nei
- n'eo ket gwir, lâr Jañ-Mari,
Marc'harid ne ra ket an dra-sen din
- me lar did eo gwir, lar eñv
ha kredid ahanon mar peus c'hoant
ma peus ket
memes mod eo din

benn ar fin, graed ur bariadenn ....
med peh-sort eqh it da parïo, lâr Jañ-Mari
- me ray arc'hant ma lousoù dit,
lâr ar marc'hadour lousoù doñ,
mar n'eo ket gwir, lâr eñw
ha te, lâr, peus ket med roiñ
an tamm gwinizh peus
(lakaad a rae un tamm gwinizh iwe
wid kaoud boued wid é yér)
- po ket met reiñ ho kwinizh din, lâr

mad
setu benn ar fin graed ar bariadenn
ha digouexet, hat paotr paour, ba kichenn an
ti
aa noñ-de-diou
oa ket klañw Marc'harig, hat
me lâr dit eqh ae ar jeu ba n ti
klewed veje ar gwer[?] o strakal war ...
... machin ... toud ... hage
oo-la-la
an heñi oa diskonjoled[?] oa Jañ-Mari
- ha gwir eo, hat
taped din hat
met lak ahanoñ ba r baner
ar baner oa goullo
ur mell baner oa ga r marc'hadour lousoù
an heñi-mañ oa bihan-bihan hag oa galled
laka noñ ba r baner

ha skof war an nor lâr eñv
ha lakad ahanon ba an ti mà galleqh, lar
setu oa graet mod-sen hat
met renke[?] oa n aotroù person pa oa skoët
da dhigentañ war an nor
- tok tok !
- piw zo ase ?
- me eo ar marc'hadour-lousoù lâre-eñw
ooo gast hat ...
benn ar fin ...
marc'harid lâr : kait da dhigor an nor
d' ar marc'hadour-lousoù lâr eñw
oa deuet ar marc'hadour-lousoù ba n ti
med daw deoqh sikour ahanoñ
lakaad ma baner
kar ma baner zo pounner
hag a oa krog an aotroù person ba ur penn
deus ar baner
ha lakad noñ ba lost an ti
setu oa traou war an daol
kig yér ha gwin mad
ha kement sort oa toud
ha Marc'harid oa ket klañv nehi
ah nann hat
setu eqh ae ar jeu en-dro
setu oa lâred doñ, d'ar marchadour-lousoù,
mont d'an daol 'e
setu benn ar fin neuhe
an aotroù person lâr da Varc'harid
- qhwi oar kano Marc'harid
kan ur son deomp età, lâr eñv,
ha da gentañ Marc'harid lâr :
- ooo ran ket, ran ket, lâr
- geo, lâr eñw, qhwi gan braw, lâr eñw
daw deoqh kano iwe
benn ar fin oa komañset Marc'harig da gano
N'ouion ket ...(???) ar vouezh dehi

êt eo Jan-Mari da Bont-Pinaer
da gerc'had dour gand é bod-fer
teuy ket en-dro ken na vo dex
meulomp Doue, meulomp Doue

ooo, ur vouezh vraw neus Marc'harid, hat,
lâr eñw
ooo la la, hounnezh gan braw, lâr
ha ya hat
ha qhwi aotroù person,
qhwi vex o kano beb sul ba n oferenn
... qh aeqh ket da ganã un tamm deomp
- oh ya hat, lâr an aotroù person
me zo gouest d ober 'e a-walqh
eñw sav é zav
ha hemañ tae ur vouezh deus é gorf

me meus ur wreg vraw d'am dhigemer
pa na vex ket ar mestr d'ar gêr
tay ked en-dro ken na vo dex
meulomp Doue meulomp Doue

oh veñ di di !
qhwi oar kano hat
aa ya
benn ar fin qh ae ar jeu en-dro
oa ar gwin war an daol, mad an traoù
setu
Marc'harig ha neuhe an aotroù person lâr
d'ar marc'hadour lousoù
deuit età, marc'hadour lousoù
kan
- me n'ouion ket kano, me n'ouion ket kano
- eo me-chañs, lâr,
toud an dud oar kano mod pe vod, lâr
un dra mennaket teuyo ganeoqh
mad neuhe hemañ oa saved en é zaw
- benn ar fin on oh hont da gano unan deoqh
setu eñv lar neuhe :

me meus ur lapouç em phaner
ha pa kano dhiskano kàer
med gano ket ken na vo dex
meulomp Doue, meulomp Doue

- beñ qhwi lâr ouieqh ket kano ?
med qhwi a gan braw tre hat !
gast... benn ar fin komañs ar jeu d'an dro
oa lâr doñ
- med ur lapouç peus lâret ha oar kano ?
lâr doñ kano età neuse
n'emà ket oh vont
qhwi oar ar lapouçed n' ganont ket
ken teu an dex, lâr
hennezh gano ket d'an nos
martrese ne ray ket
me gav din zo droug banoñ
o klewed ar kharched oh hijal, paotr paour,
moar-hat ar lapouç zo un imor ba é gorf

setu benn ar fin memes tra
oa komañset ar sklerijenn da dhont
dre an abavanchoù
komañset ar khejer(?) da gano ba ar perzher
setu ar marc'hadour-lousoù lâr d'é lapouç
neuhe
- ale lapouç, lâr eñv
bremañ vo moaien dit da gano unan,
mar peus c'hoant d'ober,
bremañ zo an dex, breman zo moaien dit, lâr

setu, me lâr deoqh, oa deued ur vouezh vraw
er-maes ar kharched


ga n aotroù person eo êt ma gwreg
ga paotr ar lousoù eqh ay ma ed
me gano ket ken na vo dex
meulomp doue meulomp doue

ga n aotroù person en oferenn
me gano dhiwar boues ma phenn
me gano doñ war boues ma phenn
ha droqho doñ é vilhotenn

Chargement…

Lorsque cette fonctionnalité est activée, une vidéo issue des suggestions est automatiquement lancée à la suite de la lecture en cours.

À suivre


pour ajouter cette vidéo à la liste "À regarder plus tard".

Ajouter à

Chargement des playlists...